Ul letrin c'hoari eus an trede remziad eo an Nintendo Entertainment System pe NES produet gant Nintendo eus 1983 betek 2003. Al letrin ar muiañ gwerzhet er bloavezhioù 1980 ha 1990 an hini eo. E Japan, he bro orin, e oa bet gwerzhet al letrin dindan an anv Nintendo Family Computer pe Famicom. Lod eus ar c'hoarioù produet evit an NES e Japan ne oa ket lakaet e gwerzh nag en Europa nag er Stadoù Unanet.